Callac-de-Bretagne

Page Retour

Yannick LARVOR, Maer Plourac'h.



« An dud glev -Hag an dud a lar », evit se zo brud vat gant ostaleri Yannick Larvor, tavamour-keginer-kaner-soner ha maer Plourac'h.

« Me zo bet dalc'hmat e Plourac'h ». Er skol e oa bet e Lamballe evit bezan mekanisian. Met ne oa ket aet war ar vicher-se a-benn ar fin. Da naontek vloaz, e 1984, en doa kemeret ostaleri ar vourc'h warlerc'h e dud-kozh. Goude se en doa prenet un ti en tu all d'ar ru evit ober ur sal evit ar predoù. Tri fred a ra bep sizhun tamnn pe damm. « Predoù familh. Tud a ta gant otokarrioù, tud eus Brei-zh ». Daouzek mil bep bloaz. Kement-se a dud o tont d'ur barrez vihan Hervez Yannick eo peogwir e vez o c'haloupat abaoe 33 bloaz evit sonie ha kanan er festoù-noz. « An dud a glev hag an dud a lar. Me 'meus anavezet kalz tud. An dud 'teu da zebrin aman. Ha me 'lak anezho da zatisal gant ma akordeons. Se 'blij d'an dud », eme Yannick.
Karrer eo abaoe pell, da gentan gant Annie Ebrel. « Annie 'oa komenset da guan ganin e miz Ebrel 1984, betek 1987. Goude 'oan en em lakaet da c'hoari akordeons ». Gant al Lapoused-noz. Hag e ra bepred.
Plourac'h
Plourac'h zo e Treger. Met stag eo bet ouzh Eskopti Kemper. Er pemzekvet kantved, war goulenn tad Anna Vreizh, François II, e oa bet savet iliz Plourac'h, lesanvet « lliz-veur an Argoad ». « E 1457 e oa komanset, hag echuet er seitekvet kantved ». War-dro 440 den zo o chom e Plourac'h, gant tregont feurm. Ur skol zo asambles gant Karnoed ha Pluskelleg. « Me zo maer abaoe 2001 ». Ha gantan e vez fardet ar boued en e ostaleri.
Labour zo neuze, ha gant e labour maer ivez. Ret eo komz gant an dud. « Ret eo selaou an dud, aesari ingalan an traoù », pa vez traoù da blaenaat. « Ha ret eo ober eus ar gwellan gant an arc'hant zo ». N'eo ket pinvidik kumun Plourac'h, met n'eo ket paour ivez. N'eus ket bet sachet dle war ar barrez, eme Yannick. Ha ne vez ket graet politikerezh e ti-kêr Plourac'h. Pep hini en deus e sonj, met kemeret e vez an dud evel m'emaint, sed pezh a lavar ar maer.
Kement korn
Ar maer a rank bezan sklaer gant an dud en ur gumun vihan evel Plourac'h. « Ret eo dit kaout koustians eus ar garg 'peus. Fiziet 'vez ennon ren ar barrez evel zo dleet ». Sikouret e vez gant ar c'huzul-kêr hag ivez gant ar fed e anavez mat ar gumun. « Me zo bet o chom ba Plourac'h dalc'hmat. Bez 'meus d'aber gant an dud bemdez. Ret eo bezan soubl, pas kemer an traoù war an tu fall ». Ouzhpenn anavezout kement korn, kement gwenodenn ha kement park zo er barrez, e vez o terc'hel ostaleri Plourac'h, ha dre se e anavez mat an dud ha karakter an dud ivez.
Hag evit chengh un tammig e plij dezhan ober muzik ha kanan evit avelin e benn ha mont kuit diouzh kanton Kal-lag. Ouzhpenn c'hwec'h mil den zo o chom en unnek kumun zo e kumuniezh kumunioù Kallag-Argoad. Marteze e vo ezhomm brasaat ar gumuniezh kumunioù ma vez chenchet al lezenn. Hag evel ma lavar ar c'haner : « Ret 'vo dansal gant ar re 'no c'hoant da zansal ganeomp ». Gilles Pennec.
Lexique
 Dle : dettes.
Kumuniezh kumunioù : communauté de communes.
 Lezenn : loi.
E galleg, en français
Yannick Larvor, 49 ans, maire de Plourac'h (22), une petite commune entre Trégor et Cornouaille, dans la communauté de communes Callac-Argoat, tient le bar-tabac et restaurant du bourg. Il n'hésite pas lors de repas, après être passé aux fourneaux, à sortir son accordéon et pousser la chansonnette. Il fait partie des Lapoused Noz qui fréquentent les festoù-noz depuis 30 ans. Plourac'h possède une église classée du XV°siècle, surnommée « la cathédrale de l’Argoat »
Ur video gant Yannick a c'heller gwelet war lec'hienn internat Skol Vreizh.
L’Écho de L’Armor et de l’Argoat- 1er octobre 2014