Callac-de-Bretagne

Page Retour





Chanson en breton sur sa paroisse de DUAULT, par le recteur, Joseph Sérandour


Redet war eur jo dipet, touchet beteg an od,
Touchet beteg an od
War ho hent ha gafe ket eur barrouz vel Duod
Tra la la la
Neus parrouz war an douar
Tra la la la
Neus parrouz war an douar
Ken bra

Fichet vel eur rouanez gant glazur he vrajou
Skoulmet endro d'he c'hroazel zefenn wer he goajou.
War he c'hein e lugerna eur c'haer a chal tapis
War he zal eur gurunen dign a vroeg eur marhis

War he daonjer zo brodet tier bras ha kestel
Rosviliou, Kerivoal, Lespoul hag ar c'hastel
E peb zaonen eur vilin a val bleud flour ha gwenn
He rod conek kana vel estig beg ar wenn.

Nhe fenn dioulagad vizaou digor war an dremwel
O veuli dindan an heol dudiou Breiz Izel
Aman zo labourerien ampart en ho micher
Goest da laka ar gwigniz da zont war ar rec'hier

Aman zo merc'hed yaouank koantoc'h eget stered
 Vit ar baotred amourous gwellan danve pried
Bannajou jistr ve evet er bourk ha war ar maëzmaze
 Ha lambig evit strinka, rak strinker ket gant laëz

Pelec'h kafet eun Iliz kaëroc'h vit hon hini

Zent ken karet ha Maudez hag ar Werc'hez Vari
Duodis nint ket pinvik, e lavar pik pe vran
Met lec'h all marmoged hag aman wa an tan

Pinvik pe baour Duodis zo eur ouenn tudchentil
Bretoned rik ha dispont, noblans pen, troad ha kil.
 
E Duod ni momp eur maer, eur mestr skol, eur person
 Na vale ket tri velte war bali ar c'hanton.
Diouz hanter noz d'ar c'hreiste, deus savheol da guz heol
Sort da Zuod na neus ket : Duod zo dreist d'an holl.

Joseph  .SÉRANDOUR




J.Lohou (mai 2017)